en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 21 a viz Mae 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 21 a viz Mae 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Barnet zo bet un den evit bezañ taget kelaouenn ar Poher e Karaez

Yves Le Picard eo doa peget pegsunioù gant kemennadennoù eus an tu dehoù pellañ teir gwech war talbenn ar Poher e 2024. Ha distro e oa an den e penn kentañ ar bloaz-mañ. Ur salud nazi a oa bet graet gantañ dirak ar redak zoken. Ha 6 gwezh en deus Erwan Chartier, rener ar Poher, savet klemm a-eneptañ. Selaouomp reaktadenn Erwan Chartier da c’houde ar varnadenn...

Ha gouzout a rit ez eus c'hoarioù video e brezhoneg ?

Pemp c'hoari-video en holl a c'haller pellgargañ war lec'hienn Internet an Drouizig. Benjamin Bouard zo degouezhet gant Gwenn Meynier, da gontañ deus ar mod e vez troet ar c'hoarioù-se

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Harzhet zo bet 430 den dilun, a oa e bourzh bigi ar flotilla evit Gaza

- Ul luskad sokial bras a zo e bro Bolivia a-enep d'ar prezidant

- Un den diwar c'hwec'h en oad da votiñ en deus goulennet sikour an IA, evit ober e zibab en dilennadegoù kêr diwezhañ

- Miret zo bet ouzh daou enseller akademikel da vont-tre e skolaj Piarres-Larzabal e Euskadi gant ar gelennerien hag familhoù ar grennarder

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio